D’an 13 ha d’ar 14 a viz Kerzu, Votomp evit an
S.L.B. Skol-Veur !!
“Studiañ, Labourat ha Stourm e Breizh !”
An S.L.B. (Sindikad Labourerien Breizh) a zo er Skol-Veur abaoe ar bloaz-mañ, hag a c’hoantaa kinnig un doare
sindikadel nevez e-keñver sindikadoù Pariz a n’int ket azgoulennakus hag a zo kreizennet dre re.
Votiñ evit an SLB Skol-Veur (er C.A., er C.E.V.U. hag er C’huzulioù U.F.R. Yezhoù ha
Skiañtoù sokial) a zo neuze :
Stourm evit ar studierien hag o gwirioù
Dre ma rank bezañ ar stummadur digor d’an holl ha kevatalus e c’houlennomp start :
• Kentelioù a glotfe e gwirionez gant ar C’h/Cursus. Kentelioù yezhoù a glotfe gant perzhioù dibar pep
hentenn deskadurezh, ha kentelioù er yezhoù studiet evit ar studierien en ur yezh bennak (er master
brezhoneg ez eus 60 % eus ar c’hentelioù e galleg !)
• Salioù o klotañ evit deskiñ ha degemer an holl studierien (Echu gant ar salioù hep kador ebet ! Ar
c’hentelioù urzhiataerezh hep urzhiataer ebet ! Kentelioù mesket bern-war-vern !)
• Ma vefe aesaet implij an dielloù hag ar liesmediaoù (da lavaret eo muioc’h a urzhiataerioù)
• Muioc’h a luc’heilerezhioù ha reoù efedusoc’h
• Ma vefe efedusoc’h ar SUED ha gwelaet e servijoù
• Ma vefe dasparzhet gwelloc’h ar Skolioù-Veur breizhat (U.B.O., U.B.S., U.H.B., Naoned) evit chom hep
sikour da grouidigezh polioù dreistelezh
Dre ma’z eo an tu da studiañ stag eus dibaboù politikel an Deskadurezh hag an
Enklask hon eus c’hoant :
• Ma chomfe ar Skol-Veur ul lec’h sevenadur hep liamm ebet gant ar c’hevala. Lezenn LOPRI, hag all... Ermaez
!
• Ma vefe adkempennet atav adreizhadurioù an LMD-ECTS (a zo bet lakaet da dremen dre nerzh) a-benn
gallout c’hoazh kaout an tu da studiañ ha da gaout diplomoù
Dre m’az eo deuet da vezañ an ezhomm arc’hant kudenn vrasañ kalz studierien e
pouezimp (a-raok met ivez goude an dilennadegoù !) :
• Evit ma vefe digoust an treuzdougen evit an holl studierien
• Evit ma chomfe priz an tiked R.U. d’ur priz dereat (A gresk eus 0.05 kantim bep bloaz)
• Evit ma vefe taolet ur sell en-dro war hollad ar yalc’hadoù, evit ma vefe diskennet hollad ar gopr ranket
evit tapout ur yalc’had, hag evit ma vefe lakaet e plas un doare nevez da jediñ ar yalc’hadoù (evit ma ne
vefe ket mui posubl d’ur studier koll 100 euro bep miz dre m’o deus gounezet e gerent 10 euro ouzhpenn
ar bloaz a-raok)
• Evit ar studierien estren ha toull-bac’het : ma c’hellfent kaout yalc’hadoù hag evit ma vefe doujet da vat
ouzh o gwirioù evel forzh peseurt studier
• Evit ma chomfe straedoù Roazhon plijus da vevañ, hag a-enep d’ur Skol-Veur ha d’ur gevredigezh rennet
gant ar boliserien
Dre ma rank bezañ ar skol-veur ul lec’h buhezek e c’houlennomp :
• Ma vefe doujet ouzh buhez kevredigezhel ha studierezhel (ur sal evit pep kevredigezh...)
• Prejoù bio ha doujus eus pep kredenn
• Ma vefe roet muioc’h a blas d’ar sport (nebeut-tre a blas roet d’ar SIUAPS)
• Mekanikoù da brenañ togoù-plastek...
• Tud-gour omp ! C’hoant hon eus bier gwir en Érève, evel ma vez hiziv an deiz e Naoned hag e Brest !
Dre m’az omp tost eus kudennoù liammet d’an endro e c’hoantaomp :
• Ma vefe ul lec’h evit dastum ar paper hepken er Skol-Veur (evit gallout teurel traktoù sindikadoù Pariz, pe
c’hoazh bruderezhioù evit nozvezhioù diotaus ha disprizius evit ar merc’hed...)
Dre ma rankomp gallout studiañ ha bezañ e darempred gant perzhioù dibar hor
sevenadur e c’houlennomp start :
• Ma vefe lakaet e pleustr an divizoù bet kemeret e kuzulioù-meur Roazhon 2 er bloavezhioù 1990 diwarbenn
an divyezhegezh brezhoneg-galleg er Skol-Veur (B.U., R.U., hag all...) hep lezel a-gostez ar galloeg
• Ur sistem deskadurezh e brezhoneg penn-da-benn adalek ar skol-vamm betek ar skol-veur war Vreizh abezh
(Bro-Naoned)
D’AR meurzh 13 ha d’ar merc’her 14 a viz Kerzu, votomp evit listennoù S.L.B. Skol-
Veur er C.A., er C.E.V.U, en U.F.R. Yezhoù hag en U.F.R. Skiantoù Sokial !